Un devezh bennak, e penn kentañ 2008 e dibenn ar goañv, e oan erru e sez Le Télégramme e Montroulez. Ne oan ket gwall em bleud, daoust ma oa entan ennon ivez. Un emgav am boa gant tud ar gazetenn evit ober war-dro ar pennad e brezhoneg a vez bep Yaou war pajenn Spered ar Vro.
gant Jil Penneg
Ur gwir gastell-kreñv eo sez Le Télégramme e Montroulez. Ne oa ket anat din en em gaout eno. Evit tud a oad ganin e oa Le Télégramme, kazetenn ar prefed, enep-ekologour, enep-brezhoneg, enep-emsav. Setu skeudenn ar gazetenn evidomp er bloavezhioù 1970 betek penn kentañ ar bloavezhioù 1990, ha pa vefe cheñchet ar gazetenn war-lerc'h. Nebeut a-raok em boa bet ur bellgomzadenn : Lionel Buannic ne felle ket dezhañ skrivañ ken goude ur pemp bloaz bennak. Clément Soubigou, paotr France Bleu Breizh Izel, en doa skrivet un nebeud pennadoù hag e oa ehanet ivez. War roll an anvioù bet roet d'an Télégramme e oan. Laouen e oan en ur mod. Ezhomm em boa da labourat, ne oan ket intermittent1 ken gant an advouezhiañ, hag e oa ret din gounit ma zamm bara. D'ar mare-se e skriven ur pennad brezhonek hag ur pennad divyezhek evit kazetenn Kuzul-departamant Penn-ar-Bed. Skrivet em boa bet ur pennad bennak evit Al Lanv pe Bremañ pellik a-walc'h a oa.
Enkrez tud Le Télégramme
Laouen, entanet ha nec'het e oan war un dro. Enkrezetoc'h egedon e oa tud an Télégramme a-benn ar fin. Nebeut a dud en Télégramme a ouie brezhoneg ha ne oa hini ebet en ti a oa gouest da skrivañ brezhoneg d'ar mare-se hervez ar mod. Ur bed dianav e oa bed ar brezhoneg dezho neuze. Ha seul enkrezetoc'h a se e oant ! Ur pennad a bouez e oa hag ez eo c'hoazh evito pajenn Spered ar Vro, embannet bep Yaou, nemet e-pad ur seizh sizhunvezh bennak en hañv. Un arouez eo. Hag estreget un arouez. Tud zo a bren pe zo koumanantet d'an Télégramme en abeg d'ar bajenn-se, ha pa ne ouzfent ken lenn brezhoneg zoken ! Ha ne gaver ket kemend-all en Ouest-France.
Pennoù bras
Dinec'het e oa bet pennoù bras an Télégramme p'o doa gwelet ma fennadoù kentañ. Goude ur prantad esae e oa bet lavaret din ganto e klote gant ar pezh e oant o c'hortoz kaout : da lavaret eo, brudañ ha lakaat war wel ar pezh a vez graet e brezhoneg, en un doare pozitivel hep na vefe ur pennad stourm ha politikel betek re. Sur a-walc'h ez eus bet ganin un doare emgontrollerezh e penn kentañ ha dalc'het ganin war-lerc'h, ha gant stourmerien zo ivez na faote ket dezho, evit abegoù a selle outo, e vefe meneget o stourmoù er gazetenn. A-wezhioù en dije plijet din skrivañ "bastarded Monsanto, EDF, SNCF hag all" ivez, met pal ar pennad a oa brudañ traoù bet graet e brezhoneg. Pezh n'en deus ket miret ouzhin, tamm-ha-tamm, da gomz eus traoù a blije din, dodennoù a oa tost da'm c'halon, evel an ekologiezh, da skouer. Ret e oa skrivañ en ur yezh eeun a-walc'h ivez evit lakaat tud zo hag a oar un tamm brezhoneg nemetken pe n'int ket gouest da lenn da gaout c'hoant da c'houzout hiroc'h. Un diverrañ e galleg zo ivez. E penn kentañ ne daolen ket re a evezh hag e oa brezhonekadurioù em galleg sañset. N'eo ket gant se e vijen bet mezhekaet ! Memes tra em eus graet ar striv tamm-ha-tamm da skrivañ e galleg standart an diverradenn vihan-se eus ar pennad e brezhoneg. Evit ar fotoioù, siwazh, n'on ket ur gwall luc'hskeudenner ! Deut on a-benn tamm-ha-tamm d'ober fotoioù a-zoare, pezh n'eo ket bet gwir atav. Ra vin digarezet gant ar re zo bet graet luc'hskeudennoù anezho e penn kentañ. A-wezhioù en em gaven gant un ugent foto bennak em c'herz hag unan hepken a oa mat. N'ouzon ket penaos e raen : dalc'hmat en em gave an dud gant traoù war o fenn, abalamour d'un daolenn bennak a oa ouzh ar voger a-dreñv dezho pe me 'oar-me petra c'hoazh !
Pezh a dalvez ivez ez aen kazi bewech da welet an dud a atersen. Diwar ar pevar c'hant pennad bennak zo bet graet ganin dindan ouzhpenn eizh vloaz, etre fin miz Ebrel 2008 ha fin miz Even 2016, n'eus bet nemet un dornad zo bet graet dre Skype, hag unan bennak dre bellgomz.
Kavout tud
Meur a wezh ez eus bet goulennet ouzhin : N'eo ket diaes kavout brezhonegerien da atersiñ ? Penaos e kavez anezho ? E penn kentañ e oa un tammig diaesoc'h din. Ma fennad kentañ a oa bet war Ronan Larvor ha Christian Gouerou, evit ul levr bet kenskrivet ganto diwar-benn Diwan. Gant Ronan Larvor e vez skrivet ar pennadoù berr e galleg a vez war pajenn Spered ar Vro ha Christian Gouerou zo kazetenner (e galleg) e Ouest-France.
Tamm-ha-tamm em eus bet ur rollad tud. Goulenn a raen a bep tu, pellgomz a raen da Radio Kerne pe Arvorig FM dreist-holl, evit kaout anvioù tud zo pa felle din ober ur pennad war dodenn pe dodenn. Klask a raen tud na oant ket anavezet c'hoazh, met a-wezhioù e ranken mont war-zu tachennoù a oa anavezetoc'h ganin : ar sevenadur, ar c'hleweled. Nebeut-tre a gelennerien am eus bet aterset pe, pa lavarin mat, ne 'm eus ket graet anv kalz eus kelenn. Lavaret e oa bet din ivez gant tud an Télégramme klask mont war-zu ar bed ekonomikel, ne oa ket aes kavout brezhonegerien war an dachenn-se atav hag ez eo diaes bepred en deiz a hiziv.
N'eus ket bet tud o nac'h bezañ aterset peurvuiañ. Den yaouank ebet ! Kentoc'h tud ouzhpenn hanter-kant vloaz e oa an nebeud re o doa nac'het. Ar pezh en deus frealzet ac'hanon eo gwelet ez eus muioc'h a vrezhonegerien yaouank e 2016 eget e 2008. Goude 2010 e kaven muioc'h a dud yaouank oberiant dedennus.
Nac'h a raen mont da welet an dud pa faote dezho kaout ar goulennoù en a-raok evit diskouez d'o rener(ez) pa veze kaoz eus o labour ! Forzh penaos ne veze morse fardet goulennoù ganin dre skrid a-raok mont da welet an dud.
Nebeut-tre a dud o deus pellgomzet pe skrivet din war-eeun pe dre an Télégramme evit ma vefe komzet diouto. Tud Bro-Leon bewech ! Perak ? Moarvat peogwir ez eus tud mennet eus Leoniz, hag ivez peogwir eo e Bro-Leon ma vez lennet an Télégramme ar muiañ. Emaon o chom e Kemper, e Kerne, met bet on o chom e Leon e-pad un dek vloaz bennak. An div vro-se eo ar re anavezetañ ganin. Gant Bro-Gwened em boa liammoù ivez dre ma labouran evit an eilmouezhiañ a oa en Oriant pe e Plouharnel d'ar mare-se. Div wech on bet e Naoned nemetken, nebeut-tre e Breizh-Uhel, muioc'h kostez Roazhon memes tra. Bro-Dreger ne 'm eus ket darempredet kement-se ha Bro-Oueloù morse ! Koulskoude eo e Plounevez-Moedeg, e Treger, ma 'm eus kavet ar stankter brasañ a vrezhonegerien dedennus d'ober ur pennad diwar o fenn : pemp anezho !
Degemer
Degemeret on bet mat-tre bewech gant an dud. Un eurvezh bennak e chomen ganto peurvuiañ. Kalz pelloc'h a-wezhioù ! Morse ne 'm eus enrollet an dud. Diaesoc'h eo pa vez anv da skrivañ war-lerc'h. Ret eo "dic'harzhañ" a galz pa vez enrollet. Skrivañ a raen komzoù an dud gant an dorn, evel-se e c'hellen dibab an traoù a zedenne ac'hanon ar muiañ pe a gave din a blijfe d'al lennerien. Lakaat a raen an dud da chom a-sav a-wezhioù evit goulenn resisadurioù pe evit kaout amzer da skrivañ. Ret eo lavaret ivez ez eus tud n'int ket boas da gomz diwar-benn ar pezh a reont, neuze ez eus kalz traoù zo anat dezho ha n'int ket d'an hini a vez o selaou. Gwezhioù zo neuze e ranken goulenn hag azgoulenn a-raok kaout respontoù sklaer digant tud zo. Alese e teu drougintent a-wezhioù pa vez skrivet o fennadoù gant ar gazetennerien. Peurvuiañ n'eo ket dre zievezhted, met dre zrougintent evel ma c'hoarvez en ur gaozeadenn etre tud, forzh piv e vefent. Ret eo teuler evezh bras evit chom hep skrivañ forzh petra hag ober goulennoù dizehan d'un den a soñj dezhañ e tispleg fraezh an traoù, ha padal ne ra ket. Diwar ar pevar c'hant pennad em eus graet n'eus bet nemet un dornadig o klemm. Trugarekadennoù em eus bet alies gant tud a blije dezho gwelet evit ar wech kentañ o labour lakaet en a-raok.
Brezhoneg pe get
A-raok mont da welet an dud e ranken bezañ sur e oant gouest da vrezhonegañ. Neuze pa n'anavezen ket an den e ranken klask gouzout en a-raok ma oa brezhoneger(ez) evit gwir. Lod – nebeut-tre – o deus bet poan a-wezhioù o respont da'm goulennoù. Ur wezh memes tra e oan bet o welet ur vaouez a oa bet lavaret din gant daou vrezhoneger e oa-hi brezhonegerez a-dra-sur pa oa bet betek an trede klas e Diwan. Pezh eo, dek vloaz war-lerc'h ne oa ket gouest da vrezhonegañ ken, koulz lavaret. N'eus nemet ar wezh-se neuze ma 'm boa ranket skrivañ ur pennad diwar-benn unan ne 'm boa ket aterset e brezhoneg pe nebeut-tre. A-hend-all, bewech em eus bet goulennataet an dud e brezhoneg !
A-wezhioù en em gaven un tammig ma-unan. Darempredoù mat em eus bet atav gant Corinne Abjean a ra war-dro pajennoù dudi an Télégramme. Met ne oa den ebet er skipailh a ouie ar pezh a skriven hervez ar mod. Kement tra a vez skrivet gant ar gazetennerien c'hallek a vez difaziet war-lerc'h. Evidon e penn kentañ ne oa den ebet. Neuze e ranken adlenn meur a wezh evit bezañ sur ne oa ket chomet vi-koukoug na fazi yezhadur na frazenn gamm digomprenapl ebet. Dre chañs e oa deut Christian Le Meut war-lerc'h, hag-eñ kazetenner en Télégramme en Alre, evit adlenn ma fennadoù.
Distro
A-hend-all ne 'm eus ket bet kalz e-mailoù na lizhiri kennebeut e-kerzh an eizh vloaz-se. Unan bennak, brezhoneger anezhañ ha gouest da skrivañ e brezhoneg, en deus bet skrivet a-wezhioù din, e galleg, evit traoù a-fet yezhadur. Dalc'het em eus bet kont eus evezhiadennoù zo.
Merzet e veze ar pennad gant an dud divrezhonek. Ha lod chalet da chom hep gellet lenn ar pennad. A-ratozh-kaer e klasken lakaat an dud da gaout c'hoant da c'houzout petra a oa e-barzh ar pennad, gant an diverrañ e galleg ha gant etretitloù e-kreiz ar pennad gant gerioù aes da gompren evit gallegerien.
Ne 'm eus bet rebech ebet war-eeun digant an dud. Sur a-walc'h ez eus bet lennerien displijet gant ar pennad-mañ-pennad. N'eo ket aes bezañ imoret mat atav, awenet gant an dud en em gaver ganto. A-wezhioù on deut a-benn gwelloc'h eget gwezhioù all evel-just. Goude ouzhpenn eizh vloaz e kaven e oa poent din disterniañ, evidon hag evit al lennerien. Ret eo degas cheñchamant ur wech an amzer hag avel nevez. Mantret e oa tud an Télégramme pa 'm boa lavaret dezho e oan o vont da chom a-sav. Mantret peogwir eo bed ar brezhoneg ur beg dianav dezho. Peogwir n'o doa bet kudenn ebet gant ma fennadoù, hag int aon ganto dalc'hmat da gaout ur prosez bennak. Aon o doa da gaout diaezamant da gavout tud all. Pezh en deus graet plijadur din atav eo ez eus bet kavet tud a-feson da vont war ma lerc'h : Anna Kere ha Dewi Siberil. Degas a reont ur sell nevez, un doare all da skrivañ ha mont a raint war dachennoù ne 'm boa ket difraostet e-pad an eizh vloaz-se, sur. Daou int, ur gwir skipailh. An daou a c'hell kaout ur sell ha difaziañ labour egile pe eben. Pezh zo gwelloc'h egedon, chomet ma-unan er-maez eus an Télégramme a-hed an eizh vloaz-se. En ur mod n'on ket bet displijet o vezañ distag diouzh ar gazetenn. Graet em eus ma jeu evel ma karen a-benn ar fin hag em eus foetet bro Vreizh a-hed hag a-dreuz hag on en em gavet gant kalz a dud a bep seurt.
- intermittent du spectacle : anv gallek statud labour "devezhour an arvestoù" e Frañs. Kinnig a ra TermOfis ober gant astaler(ien) pe spanaer(ien). ↩︎