gant Tangi Legavre Tabut a sav er mare-mañ diwar-benn implij ar c’hameraoù e-pad ar manifestadegoù. Pa vez staget ar c’hamera ouzh bruched ar poliser e vez enrollet emzalc’h ar c’heodedour. Pa vez implijet e boellgomzer gant ar c’heodedour evel ur c’hamera e vez enrollet emzalc’h ar poliser. Pa vez staget ar c’hamera ouzh ur gleuzeur-straed e vez enrollet emzalc’h an holl. Gellout a reer ouzhpennañ ar c’hameraoù staliet er savadurioù prevez evit luskañ al laeron da zibab un ti all evit kas o zorfedoù da benn. Er c’hirri ez eus kameraoù prest da zegas prouennoù ma vez un den gloazet
N'eus nemet koumananterien a c'hell sellout ouzh an dra-se. Ma'z oc'h ur c'houmananter dija, logit mar plij. Ma n'oc'h ket e c'hellit lakaat ho anv amañ dindan.