Poellgomzerioù, skinwelerioù, urzhiataerioù… E chakod an dud pe en ti e vezont kavet. Brasoc’h-brasañ eo deuet o flas da vezañ en hor buhez deomp-ni. E hini ar re yaouank dreist-holl. E 2024, war 3 724 den skoliataet e Breizh, etre 10 ha 18 vloaz anezho, e oa 37 % o sellet ouzh ar skrammoù etre un eurvezh ha teir eurvezh bemdez, 30 % etre teir eurvezh ha c’hwec’h eurvezh ha 19 % ouzhpenn c’hwec’h eurvezh, hervez ar gevredigezh Synapses. Ha pelec’h emañ an dalc’h ?
En niverenn-mañ e sellomp pizh ouzh an traoù. Normal eo d’ar re yaouank klask kavout o identelezh er bed niverel-mañ, ken anat hag er bed gwirion. Er mod-se e vez krouet liammoù kenetrezo war ar rouedadoù sokial, da vare o c’hrennoad. Ya, ur pouez bras o deus ar skrammoù en amzer hiziv, pa vez meret buhez ar re yaouank gant algoritmoù. Ya, un efed gwir a zo war o empenn pa vezont lakaet re vihan dirak ar skrammoù. Diac’hinek eo pa soñjer ez eus bet savet gant pinvidikañ den ar bed, Elon Musk, perc’henn ar rouedad sokial X (Twitter bet), ur skol hep skrammoù enni.
Klasket e vez merañ an traoù gant an dud gour. E Frañs ez eus savet ul lezenn, hag a vo lennet er Sened goude bezañ bet asantet er Vodadenn vroadel e miz Genver 2026, evit ma vo berzet implij ar skrammoù d’an dud yaouank dindan 15 vloaz, diwar skouer Aostralia. Splann eo ne ‘z a ket en-dro er broioù estren. Gwelloc’h eo klask kompren petra zo gant ar re yaouank da gentañ. A-wezhioù e vez fall ar jeu ganto hag ar skrammoù eo al lec’h nemetañ ma c’hellont kavout o flas. Da c’houde eo gwelloc’h kenlabourat ganto ha kinnig dezho traoù d’ober asambles. Estreget ar rouedadoù sokial a zo er vuhez met labourat ganto, deskiñ implijout ar skrammoù d’ar re yaouank ha selaou anezho, sed aze ar pep pouezusañ.
Manon Deniau evit skipailh Bremañ


