Ha merket hoc’h eus ar liamm etre ar ger “humain” ha “humus” e galleg ? N’oc’h ket ar re gentañ rak en Henamzer e lakae an hañvaledigezh-se teodoù ar Romaned da vonet kaer dija. Ur c’hrennlavar a oa : Homo, quia de humo sit Den rak ag an douar eo. E gwirionez e kaver ur liamm etimologel etre ar ger douar ha den en ur bochad yezhoù… Hag e brezhoneg ivez !
gant Anton Chatelier
Ar gerioù hengeltiek *gdonios (den) ha *gdū (douar) a za o daou diàr *dʰéǵʰōm (douar).
Avaze e tever : duine en iwerzhoneg, dyn e kembraeg ha den e brezhoneg doc’h un tu ha dor e kerneveureg, daear e kembraeg ha douar e brezhoneg doc’h un tu arall.
Pellgar eo ar wrizienn *gdonios d’an henc’hresianeg khthónios (en douar). Ar pennger-se en deus roet autochthonous, chthonian, chthonic e saozneg evit skouer.
E kêr Vercelli er Piemont ez eus ur maen-bonn divyezhek (latin / galianeg) savet troioù an IIvet kantved kent J.K. Setu penaos ema bet troet an droienn latin deis et hominib- : deuo-g-donio-n. (doueoù ha tud, denion) e lizherenneg Lugano (un adstumm d’ar lizherenneg etruskek). Doueoù ha tud… Aze ema toull ar billig ! Aveit kompren perak e veze liammet an douar get mab-den e tleer gwelet an enebiezh kozh etre an dud stag d’an douar hag an doueoù stag d’an neñv.


Nag an Doueoù enta ? A-venn e ta an anv-se ivez ? Diàr ar wrizienn hengeltiek *dēwos e ta razh gerioù ar yezhoù keltiek modern, pellgar d’ar latin deus evel-rezon met d’ar wrizienn *dīyos ivez : an deiz. En etimologel ema kar ar ger “doue” d’an “deiz” ‘ta (d’ar gouloù ha d’an ebr e gwirionez). Dre-se ez eus e-leizh a c’herioù nes er yezhoù indezeuropek : divá e sanskrit (neñv), δῖος e henc’hresianeg (hag anv Zeus anezhañ e-unan).
Dre Europa e kaver stêrioù anvet diàr-lerc’h ar wrizienn-se : Dyonne, Deva, Divonne, Divatte,… en arbenn ma oant lakaet da zoueezed.
Pa zibuner istoer ar gerioù e tiskoacher hag e spier ur vedouriezh. Teir gwrizienn zo bet kavet e epigrafiezh ar yezhoù keltiek kozh evit lâret “bed” : Dumnos hor boa gwelet er pennad diwezhañ, bed ar re varv, an Anaon, ar bed dan zouar (avaze : Domnonia, Devon,…). Bitus, an douar patatez-mañ ! Bed ar re vev (bev ha bed zo kar ivez) avaze : ar ger brezhoneg bed, kembraeg byd, Bitu-rix (Roue ar Bed, Bourges, Berry…) hag Albios, an neñv, bed an Doueoù, ur lec’h uhel, un tammig evel Olimpios e mitologiezh an Henc’hres (avaze : Alba, Albion, an Alpoù, ar ger kembraek elfydd,…)
Ha c’hoazh zo c’hoazh met setu evit c’hoazh ! Hirik e c’hell bout dibuniñ chadenn ar yezh evel ma ouiit er-walc’h ! Ar wezh kentañ e lakaimp ar penn-komz àr ur wrizienn arall.



