Rener ar gelaouenn drimiziek Al Lanv eo Padrig an Habask, hag e penn embannadurioù Al Lanv. Ganet eo e 1954 e Terrug e gourenez Kraozon. Kelenner brezhoneg eo bet ha rener skolaj Diwan Jakez Riou Kemper betek 2016. Ampart eo war ar c’hembraeg hag an euskareg. Ijinet en deus da skouer un hentenn deskiñ brezhoneg evit Kembreiz. Pennadoù diwar-benn Euskadi a sav ingal ivez. Evel skrivagner e plij dezhañ skrivañ barzhonegoù berr, en tu all d’ar pennadoù-stur a vez gantañ ingal er gelaouenn. Liesseurt-kenañ eo an oberoù a gaver war gatalog embannadurioù Al Lanv : levrioù kaer diwar-benn an natur,
N'eus nemet koumananterien a c'hell sellout ouzh an dra-se. Ma'z oc'h ur c'houmananter dija, logit mar plij. Ma n'oc'h ket e c'hellit lakaat ho anv amañ dindan.



