Ar Johniged : paotred an ognon ros

Johnnies a oa lesanv ar Vretoned a c’hae da Vreizh-Veur da werzhañ an ognon roz eus Bro-Leon. Perak e veze graet Johnny pe Johnnies anezho ? Deuet e oa da vezañ un anv boas e pep lec’h e Breizh-Veur, evel Yann pe Yannig e Breizh a-benn ar fin.

gant Patricia Pastrana-Le Gall

Hervez kont e vije bet Henri Ollivier ar c’hentañ Johni, bet treuzet Mor Breizh gantañ e 1828, da vont da werzhañ e gargad ognon e Breizh-Veur. Met n’eo ket sur. Bet e oa e dad ar c’hentañ marc’hadour ognon eus Rosko ma voe miret roud anezhañ en dielloù.
Henri Ollivier a varvas e dad hag e vamm pa oa 19 vloaz, setu perak e kemeras atant ar Raz goude bezañ dimezet un intañvez a sikoure anezhañ, Marie Jeanne Moncus.
C’hoant en doa mont da-heul e dad ha gwerzhañ e legumaj en tu all da Vreizh. Beajoù a reas betek Añje, Pariz pe An Havr-Nevez. 
En nevezamzer 1842 e kemeras perzh Henri Ollivier er genstrivadeg aozet e Palier meur Kambr ar Bared (ar Sened bremañ) gant Kevredigezh Roueel al Liorzhouriezh, hag e tapas ar « 1meneg enorus » evit e gaol-fleur hag e artichaod dispar !
Ezel e oa eus kevredigezh labour-douar Breizh ha brudet e oa e Rosko gant daou legumajer all. Mervel a reas d’an 19 a viz Mae 1865.
En hañv 1815, pa voe lakaet termen da vlokus ar c’hevandir bet divizet gant Napoleon, e c’hellas legumajerien Bro-Leon mont adarre da Vreizh-Veur evit gwerzhañ o legumaj. Marteze e oa aet Henri Ollivier ganto da werzhañ ognon, kit da c’hoût ?

Prientiñ ar chapeledadoù ognon

Gant ar bakerien e veze prientet ar chapeledadoù ognon dre dapout ha rodellañ anezho unan hag unan gant un tamm rafia en-dro d’ur bouchad kolo pe broen. Ret e oa kaout ul lost hir ganto evit bezañ staget start anezho. Ur penn-ognon bras mat, anvet « ar c’habiten » a veze lakaet e traoñ ar blezhenn. Ar re gozh a lavare “an hini kentañ lakaet, an hini diwezhañ debret”. Al labour start-se a veze graet en ur stal e Breizh-Veur, el lec’h ma vefent roet d’ar werzherien e-doug an devezh. Ar rafia a zroc’he juntoù ar bizied a zeue da skalfañ setu perak e veze ret d’un nebeud pakerien dihan gant o labour.

Maison des Johnnies (48 Straed Brizeux, 29680 Rosko), Mirdi istor ar Johniged. © Maison des Johnnies
Maison des Johnnies (48 Straed Brizeux, 29680 Rosko), Mirdi istor ar Johniged. © Maison des Johnnies
Penaos ha perak mont da werzhañ anezho ken pell ?

Goude pardon Santez Barba, e dibenn miz Gouere, ec’h aent kuit da Vreizh-Veur, war listri a ziskarge glaou e Rosko hag a garge legumaj hag ognon betek Kerdiz. Staget e veze ar plezhennoù ouzh ur berchenn da zougen anezho, hag adalek 1920 e vezent douget war ur marc’h-houarn, gant 12 plezhenn ognon roz a bep tu.
Mont a raent a di da di da welet o fratikoù kustum pe re all. Ar pal a oa gwezhañ ar plezhennoù a-raok kreisteiz d’ar priz divizet. Pedet e vezent da evañ ur banne gwin, bier pe wiski, evel-just, en ur gaozeal gant an dud a brene an ognon.
E penn kentañ an XIXvet kantved e oa dreist ar saviad ekonomikel e Breizh-Veur da werzherien ognon Breizh d’en em staliañ eno. Deuet e oa ar vro da vezañ greantelaet betek re, rak-se e oa kresket buan ar boblañs, setu ma ne c’helle ket ken labour-douar ar vro pourveziñ boued a-walc’h d’an dud. Ne oa ket a choaz, ret e oa prenañ boued digant broioù all.

Un degemer kalonek

Mont da Gembre a oa evel bezañ er gêr, gant an tost ma oa c’hoazh an div yezh keltiek, brezhoneg ha kembraeg. Aesoc’h a se en em gompren, se zo kaoz e oa degemerus-kenañ an dud. Tud anavezet mat ha karet gant an holl e oa ar Johniged, daoust ma pouezent re greñv war gloc’hig an tiez, betek terriñ anezhañ a-wechoù. Un tamm divergont e oant ivez pa vountent war o fratikoù da brenañ ognon.
Gouzout a rit ez eus eus ur rannyezh Johniged ? E kapa ti ‘po ? Seniñ a rafe saozneg war a seblant...

Luc’hskeudennoù, filmoù video, ar mirdioù a implij ostilhoù modern evit kontañ an istor-se. Bev ha bev-buhezek, an droiad a ginnig ivez traoù eus produiñ an ognon Rosko. © Maison des Johnnies
Luc’hskeudennoù, filmoù video, ar mirdioù a implij ostilhoù modern evit kontañ an istor-se. Bev ha bev-buhezek, an droiad a ginnig ivez traoù eus produiñ an ognon Rosko. © Maison des Johnnies
War-zu diskar amzer ar Johniged

A-raok ar brezel 1914-1918 hag etre an daou vrezel e oa ar gwerzhañ ognon en e barr. Met kemer a reas Breizh-Veur diarbennoù evit gwareziñ he c’henwerzh a voe roet un torr-gwir dezho e 1946, abalamour d’un eostad ognon eus ar re washañ.
Cheñchet e oa an doareoù bevañ ha labourat er gevredigezh ha ne oa ket kalz a Johniged yaouank prest da zerc’hel gant ar vicher. E 2002 e oa dek pe daouzek den bennak war o c’hont. E 2019 ne chome nemet Patrick Mevel hag e baker Yann Le Corre e Kerdiz. E 2022, abalamour d’ar Brexit, o doa divizet dihanañ gant o labour goude 42 vloavezh.

Fin an istor? N’eo ket… Se zo anavezout fall ar Vretoned pe Leoniz…
Kroget eo Laurent Caroff, perc’henn war ur preti e Plouenan, gant ar vicher e Norzh Penn-ar-Bed, hag ugent den all gantañ...Adc’hanedigezh ar Fenis, me a lavar deoc’h !

Pennadoù peuzheñvel

Heuliit ac'hanomp !

Pennadoù nevez

Levrioù