Un « hent bageal » etre Naoned ha Brest eo ar ganol. Mont a ra gant traoniennoù an Erzh, an Izar, an Oud, gant stankenn ar Blavezh, traoniennoù an Dore, ar Gergoad, ar Stêr-Iêr hag ar Stêr-Aon. Ur rouedad vageal 364 c’hilometr enni ha 238 skluz hed-ha-hed anezhi. gant Tifenn Morel E 1746 e oa bet ijinet ar ganol gant François-Joseph de Kersauson. Ganti e c’hallfe mont war gresk ekonomiezh, labour-douar hag industriezh Breizh. Ur mennozh dispac’hel d’an amzer-se. Met abalamour d’ar brezelioù e oa bet lakaet sevel ar ganol ivez. Da gentañ e ranke bezañ un hent da bourveziñ porzhioù Brest hag An
N'eus nemet koumananterien a c'hell sellout ouzh an dra-se. Ma'z oc'h ur c'houmananter dija, logit mar plij. Ma n'oc'h ket e c'hellit lakaat ho anv amañ dindan.



