D’an 2 a viz Gouere 2027 e vo gwelet an harozed a vremañ, rederien Tro Frañs, o tibunañ e straedoù kêr-benn Skos. Stanket e vo kreiz-kêr rak bras-bras e vo an aozadur. Gwelloc’h e vo d’an arvesterien lezel o c’harr er gêr ha mont gant o marc’h-houarn da reiñ kalon d’ar sportourien a vicher. Ur pennad skrivet gant Tangi Legavre Heuliañ a ra Dinedin an hevelep patrom a vez lakaet e pleustr e kêrioù meur Europa evit reiñ ur plas brasoc’h d’ar marc’h-houarn. War lec’hienn ti-kêr Edinburgh ez eus binvioù pleustrek. Gant an arload “cyclestreets route planner” e vez sikouret
N'eus nemet koumananterien a c'hell sellout ouzh an dra-se. Ma'z oc'h ur c'houmananter dija, logit mar plij. Ma n'oc'h ket e c'hellit lakaat ho anv amañ dindan.



