Ur statud nevez evit ar c’herneveureg

E miz Kerzu 2025 e oa bet lakaet er pleustr rann 3 Karta Europat evit ar yezhoù rannvro ha bihanniver, evit a sell ar c’herneveureg. Un trec’h istorel eo evit Kerneveuriz peogwir e ro ur statud kreñvoc’h d’o yezh. Anat eo, eo bet lidet war un ton bras gant ar gerneveuregerien. Un digarez eo d’ober ur poent war stad ar c’herneveureg.

Ur pennad skrivet gant Anton Burel

Ar c’herneveureg a zo unan deus an teir yezh a zeu deus ar predeneg, yezh voutin ar Vretoned betek an XIvet kantved. Diazezet eo e Kernev-Veur, ul ledenez e Gevred Breizh-Veur. Brudet eo e Breizh evit bezañ ar yezh tostañ d’hor yezh deomp-ni. Kontrol d’ar brezhoneg eo bet diskaret ar c’herneveureg abred a-walc’h en XVIIIvet kantved, ha lakaet diaesoc’h c’hoazh goude da vare an Dispac’h greantel. En XXvet kantved e voe kroget gant ar stourm evit ar yezh ha tamm-ha-tamm e oa bet adsavet ur gumuniezh gerneveurek a-vremañ. Koulskoude e chom bresk an traoù hag ezhommoù bras o deus obererien ar c’herneveureg evit diorren ar yezh er gevredigezh.

Lañs a-drugarez d’ar ganerez Gwenno Saunders
Gant Gwenno Saunders, a gan e kerneveureg, ez eus roet lañs d'an dud da zeskiñ ar yezh. (© Gwenno_Saunders / CC-BY-SA / Wikimedia Commons)

Kernev-Veur zo ur vro bihanoc’h eget ar broioù keltiek all e-giz Breizh, Iwerzhon pe Kembre. Diwar ar 585 655 Kerneveurad.ez ez eus 500 hag a zo ar c’herneveureg o yezh kentañ, da lavaret eo ouzhpenn 500 a dud a c’hell kaozeal e kerneveureg kenetrezo. Evit keñveriañ gant Breizh ez eus kement a dud hag a zo o chom e Kerne-Veur hag an hanter eus poblañs an Il-ha-Gwilen, war un tiriad a zo un tamm brasoc’h eget an hanter eus an departamant-se.

Kuzul Kernev-Veur zo ur strollegezh hag a ra war-dro ar politikerezh yezh. Hervezañ e vefe etre 2 000 ha 5 000 a dud hag a oar kerneveureg mat a-walc’h. Reiñ a ra ar C’huzul 150.000 lur saoz bep bloaz d’ar politikerezh yezh, da lavaret eo ez eus nebeut-tre a bostoù-labour gopret evit kas ar c’herneveureg war-raok. An darn vrasañ deus an dud a labour a-youl vat evit o yezh. Gant-se eo ar yezh en arvar bras hervez UNESCO1. Koulskoude ez eus lañs gant ar stourmerien a fell dezho treuzkas o yezh d’ar remziadoù nevez ha da Gerneveuriz ne oaront ket kerneveureg c’hoazh. 30 skol kentañ derez diwar 250 skol a ginnig da 6 000 a vugale ar programm Go Cornish evit lakaat anezho da gaout un tañva eus o yezh hag eus o sevenadur. 200 a dud deuet a heul kentelioù-noz ivez. 2 000 a dud ouzhpenn o deus pellgarget an arload evit deskiñ kerneveureg. 

Plas ar c’herneveureg a ya war gresk ivez a-drugarez d’ar ganerez Gwenno Saunders a gan e kerneveureg. He fladenn Le Kov he doa gounezet ar priz Mercury hag a zo e-touez ar prizioù brudetañ ha lorc’husañ war dachenn ar sonerezh e Breizh-Veur. Peadra da awenañ Kerneveuriz da ober gant o yezh pe da zeskiñ anezhi. 

Ar statud nevez, ur bazenn arouezel

D’ar 5 a viz Kerzu 2025 en doa divizet gouarnamant ar Rouantelezh-Unanet lakaat er pleustr rann 3 Karta europat evit ar yezhoù rannvro ha bihanniver. Anat eo ne zeu ket deus netra, gant ar rann 3 e anavezer 20 bloavezh stourm evit adperc’hennañ ar yezh,  ur stourm bet kaset gant ar stourmerien kenkoulz ha gant ar strollegezhioù da heul sinadur ar rann 2 e 2002. Koulskoude ne cheñcho ket pep tra. Hervez Jowdy Davey a zo e karg deus ar politikerezh yezh e Kuzul Kernev-Veur :  “An anzavadur evel al lodenn 3 a zo anavezout ar pezh a zo c'hoarvezet, gant un engouestl evit an dazont, met hep arc'hant ouzhpenn ha hep kemm diouzhtu”. Da lavaret eo, ar statud nevez a dalv : “Gourc’hemennoù evit tout al labour kalet ho peus graet ha kalz a labour a zo c'hoazh en dazont.” Ar statud-mañ a roio nerzh da obererien ar c’herneveureg hag un arguzenn ouzhpenn evit kendrec’hiñ ar bolitikerien da ziorren plas ar c’herneveureg er gevredigezh.

Gant Robert Morden e oa bet embannet kentañ kartenn Breizh-Veur e 1695, amañ Kerne-Veur. (© Robert Morden / Domani foran / Wikimedia Commons)
Dazont ar c’herneveureg

Stummañ kelennerien eo ar pezh a zo d’ober da gentañ penn evit kinnig ar programm Go Cornish da vuioc’h a skolioù, da veno Jowdy Davey. Kinnig d’ar vugale danvez nevez a vo a bouez ivez, pe levrioù pe videoioù nevez e kerneveureg e vefe. Kinniget e vez ar programm Go Cornish d’ar skolioù kentañ derez nemetken. Kinnig anezhañ d’an eil derez eo ar pal. Koulskoude eo diaes kavout kelennerien hag a oar kerneveureg. Skolioù zo a c’houlenn kaout ar programm Go Cornish dija met ne c’hellont ket e lakaat er pleustr abalamour d’an diouer a gelennerien gerneveurek. War an dachenn geodedel e vefe a bouez, hervez Jowdy Davey, diorren ar panellerezh divyezhek ha kaout ar gwir da zimeziñ e kerneveureg. Diorren plas ar c’herneveureg er c’hleweled ha diorren korpus ar c’herneveureg evit prientiñ mare an Naouegezh Artifisiel (IA) a vo palioù pennañ obererien ar c’herneveureg er bloavezhioù da zont. 

Sevel ur Cornish Language Act eo ar bazenn a zeu. Al lezenn-mañ a anavezfe ar c’herneveureg evel yezh ofisiel. Reiñ a rafe dezhi ur statud par d’ar c’hembraeg. Gant se e vefe redioù da ziorren ar yezh en deskadurezh kenkoulz hag en ensavadurioù politikel gant ar budjed az afe da heul. Kalz kreñvoc’h eo ivez ar Cornish Language Act war dachenn al lezenn peogwir e vefe ret implij ar c’herneveureg er panellerezh ha deskiñ ar yezh er skolioù da skwer. Hir e vo an hent met mont a ra war-raok memes tra.

  1.  Aozadur ar broadoù unanet evit an deskadurezh, ar skiantoù hag ar sevenadur. 
    ↩︎

Pennadoù peuzheñvel

Heuliit ac'hanomp !

Pennadoù nevez

Levrioù