Nag ur blanedenn hini bro Arc’hantina ! Ur pikol cheñchamant politikel a zo gant Javier Milei, ar prezidant nevez dilennet. Eus pelec’h emañ-eñ ? Da belec’h e kaso ar vro ? gant Patricia Pastrana-Le Gall Ganet e voe Javier Milei e miz Here 1970 e karter Palermo, e kêr Buenos Aires. Diwaller e oa bet er c’hlub mell-droad Chacarita Junior e-lec’h m'en deus graet e reuz ken e voe lesanvet « ar Foll » d’ar mare-se dija. N'eo ket bet sioul e vugaleaj. Gwall fall e oa e zarempredoù gant e dud met ul liamm kreñv a oa hag a zo c’hoazh gant e
N'eus nemet koumananterien a c'hell sellout ouzh an dra-se. Ma'z oc'h ur c'houmananter dija, logit mar plij. Ma n'oc'h ket e c'hellit lakaat ho anv amañ dindan.



