Pennad-kaoz gant Pêr Pinat
Labouret en deus gant kevredigezhioù dengar e kevandirioù Afrika hag Amerika e-pad 20 vloaz. Ouzhpenn-se eo bet o foetañ bro en Azia hag en Europa. Hiriv en deus graet annez e Berrien, e-kichen an Uhelgoad, gant ur bilhed distro da vro e dud-kozh. C’hoant en doa kontañ istorioù ha mojennoù Breizh hag adkavout orin e familh.
komzoù dastumet gant Patricia Pastrana-le Gall

Ha neuze, Pêr, penaos emañ kont abaoe an DSK (Diplom Studioù Keltiek e Roazhon 2) el lec’h ma oamp bet asambles ?
N’eo ket echu c’hoazh, ober a ran ma studioù e-pad daou vloaz, emaon o sevel ma zeuliadoù diwar-benn :
- Bezañ eus Afrika issahariat ha bevañ e Breizh : selloù ha testenioù
- Kanañ, dañsal, skrivañ ha livañ e Menez Are : penaos e vez awenet an dud a bleustr war an arzoù-se ?
- Oadvezh aour an touristerezh e Breizh : peseurt hêrezh a-vremañ ? Trovezh heverk an Uhelgoad.
E-pad an hañv tremenet em boa labouret evel heñcher en Uhelgoad. Emaon o teskiñ brezhoneg ivez gant KLT e Montroulez, bep Lun gant Galaad, ur paotr a-feson, hir ha melen e vlev, gantañ pouez-mouezh dibar ar vro… E-pad ar goañv em boa kelennet galleg evit ar Saozon o chom en Uhelgoad hag e Menez Are. Studiañ ha kelenn a blij din, setu.
Gallout a rez kontañ penaos eo deuet ar c’hoant beajiñ dit ?
Kroget e oan da veajiñ pa oan krennard, met abaoe ma bugaleaj em boa c’hoant da zizoleiñ ar bed. Beajiñ eo ma anien. Plijus eo komz yezhoù estren, anavezout sevenadurioù disheñvel, en em gavout gant tud eus broioù all. Ur veaj nevez eo Breizh evidon-me, ur vro da zizoleiñ penn da benn.
Gwall yaouank e oas pa oas kroget da veajiñ neuze. Ha penaos ez poa graet evit gounit da vara d’ar mare-se ?
E pep bro em boa beajet enni em boa labouret evel stummer e gennad an dengarouriezh. Labouret em eus evit Aozadur ar Broadoù Unanet (ONU) e Liberia, Haiti ha Ginea, evel stummer war traoù a bep seurt gant ur skipailh. Puilh eo bet ar pennad-buhez-se met diaes a-wechoù.
Petra zo kaoz out distroet da Frañs ha da Vreizh ?
Me a soñj din e oan bet galvet gant Breizh evit distreiñ d’ar gêr. Poent e oa din kregiñ gant ur vuhez nevez, rannañ ma skiant-prenet gant Breizhiz, dre ur vicher nevez, heñcher-prezegenner. C’hoant am boa da adkavout istor ma zud ha ma zud-kozh e Berrien.
Heñcher e oas dija a-raok dont da Verrien, met petra eo da vicher gentañ e gwirionez ?
Tapet em boa un aotreegezh hag ur Master war skiantoù an deskadurezh. Labouret em boa evel heñcher e Bro-Saoz, e Spagn hag e Norvegia evit anavezout ar sevenadur, an natur hag ar yezhoù. E galleg, saozneg ha spagnoleg e oa bet ar gweladennoù. Bremañ emaon o teskiñ brezhoneg evit bezañ gouest da aozañ gweladennoù e brezhoneg penn-da-benn. Setu ma fal !

Petra a vez gweladennet gant ar veajourien pe an douristed ?
Aozañ a ran pourmenadennoù en Uhelgoad hag e Menez Are, adalek kreiz-kêr, dirak an iliz, betek al lenn, ar c’hoad, Kamp Artuz, Menaj ar Werc’hez, ar Roc’h ‘gren, ar C’hoariva glas, ar Min arc’hant. E Menez Are e vez diskouezet chapel Sant-Mikael, ar Roc’h Trevezel, ha taol-vaen Mougo Vihan e Kommanna. Mont a reomp war droad en Uhelgoad ha gant kirri-tan e Menez Are. Ur marvailh eo da bep koulz-bloaz. Ret eo komz gant an natur-se, selaou outi ha doujañ dezhi. Bresk ha benniget eo.
Pet yezh a gomzez ?
Komz a ran saozneg, spagnoleg, portugaleg ha kreoleg eus Haiti met pegen brav eo ar brezhoneg, yezh ma mamm-gozh, ma zad-kozh. Studiañ a rin brezhoneg ma buhez-pad…Kroget em boa da zeskiñ gant Roudour e Lannuon dre ur staj c'hwec'h miz ha dreist e oa. Mont a ra gwelloc’h-gwellañ met start eo pouez-mouezh tud an Are. Un deiz e vo peurvat ma brezhoneg emichañs. E-giz ma vez lavaret : tamm-ha-tamm e vez graet e vragoù da Yann.
Ur glad pouezus eo ar yezh, ret eo treuzkas anezhi. Ur yezh pinvidik eo, evel pep yezh er bed, pa ra al liamm etre an dud eus ar memes bro, gant tout ar pezh a dalvez ar ger "bro".
Kement a klozañ, petra a lârfes evit kas c’hoant deomp da zont da welet marvailhoù Kreiz-Breizh ?
Bras ha brav eo Breizh, kalz a dud a anavez an aod met Kreiz-Breizh zo un teñzor kuzh gant tud a-feson, gant ur sapre natur, lec’hioù kozh-Noe hag a zo mammennoù ar mojennoù, korriganed fentus ha Pêr an heñcher en o zouesk ! Deuit ‘ta !
Deuit da weladenniñ an Uhelgoad
pe Menez Are e brezhoneg !
Evit mirout ur weladenn, pellgomzit pe kasit ur gerig da 07 77 04 77 78
Titouroù war lec'hienn Pêr Pinat
Gweladenniñ an Uhelgoad
tro-dro 1 eurvezh hanter
emgav e-tal an iliz,
war plasenn Aristide Briand
Priz
8€ / den
4€ / bugel etre 3 ha 10 bloaz
2 den d'an nebeutañ
Gweladenniñ Menez Are
tro-dro 3 eurvezh
karr-tan ret
emgav war parklec'h Menez Mikel
Priz
20€ / 1 den
10€ / bugel etre 3 ha 10 bloaz
3 den d'an nebeutañ
Priz digresket evit ar strolladoù