Ar vein war an hent, 160p., 12€.
Gant Joan Bodon, emb. Al Liamm, 2023
gant Tangi Legavre
Ar re yaouank ne felle ket dezho mont da labourat en Alamagn diwar atiz gouarnamant Vichy (Servij al Labour Ret) a gavas repu er strouezh. Un dibab all a reas Henri Savignac, Ricon gaezh evit e vamm. El lodenn gentañ eus al levr gant Joan Bodon, troet e brezhoneg gant Joel Donarzh (Ar vein war an hent, Al Liamm, 2025), e heulier an dezrevell resis eus e zevezhioù beaj etre Magdeburg ha Rodez. Dieubet eo bet ar C’hallaoued goude faezhidigezh an Trede Reich met niverus eo an ehanoù hag an diaesterioù war hent o distro. Ret eo da Ricon kaout pasianted a-raok adwelout torgennoù e yaouankiz. Anat eo ez eus kalz darvoudoù, meneget en e levr, a zo tennet eus buhez Joan Bodon. Daoust m’ eo ur skrivagner meur en Okitania, ne ro titour ebet diwar-benn stad ar yezh er mare-mañ. Implijout a ra an okitaneg evit livañ kammdroioù e benndudenn a glask en aner e blas en ur gevredigezh a cheñch buan a-feur ma ya an ardivinkaat war-raok.
Dont a ra da vezañ prizoniad en e vro c’henidik. Pelec’h emañ ar frankiz pa vezer gwallgaset er skol, er brezel, el labour, er familh ? Luzietoc’h eo emzalc’h Ricon pa vez ret dezhañ daremprediñ maouezed. Klask a ra tec’hout kuit. Meur a hent a gas anezhañ etrezek un dazont diasur. Strebotiñ a ra Ricon rak, war an hentoù-se, ez eus mein a zo arouez ar gwalleurioù a ruilh warnañ a-hed e vuhez. Skeudenn ar golo, livet-kaer gant Sylvie Donarzh, a ziskouez pegen lemm eo ar vein, a c’hell gloazañ an hini a glask bale warno. Diaes eo d’ar benndudenn ober dibaboù ha divizout mont gant un hent hepken en e vuhez. Chom a ra an traoù a-istribilh.
Ma vefe kadarn e youl e torrfe ar chadennoù a vir outañ a vezañ mestr war an darvoudoù. Joan Bodon en okitaneg, Joel Donarzh e brezhoneg, a oar implijout gerioù eeun hag ur stil barzhoniel evit livañ obererezhioù ur gevredigezh hengounel (an dornadeg, ar foar…). Berr eo ar frazennoù evel jestroù ar gouerien pa reont war-dro o farkeier, o chatal, o gwez. Adkavout a reer lusk ar barzh pa laka war baper e gasoni ouzh ar brezel. Leuskel a ra ur galv : ar peoc’h da viken ! Ne oar ket Ricon da belec’h mont. Daoust da se eo fromet al lennerien gant e strivoù, gant ar fed ne vag ket kasoni ouzh ar re all, an Alamaned.



