Fulup Lannuzel
Pa seller ouzh niver an tiez-embann e brezhoneg ha niver ar skrivagnerien hag ar skrivagnerezed e c’heller soñjal ez a madik an traoù e bed ar skridoù brezhonek. Pa seller a-dostoc’h avat e stader e tigresk tamm-ha-tamm niver koumanterien ar c’hazetennoù, ez eo rouez al levrioù a yafe ar werzh anezho en tu all da 200 skouerenn... Koshaat a ra ar re a zo e penn an tiez-embann hag ar c’helaouennoù hep ma’z eus tud yaouank
prest da vont en ho lec’h bep tro... Cheñch a ra ivez an doareoù da « dostaat » ouzh al lenn, ar pezh a c’hell pellaat tud ‘zo diouzh al levrioù klasel.
An teuliad a ginnigomp deoc’h a zo e bal diskouez e pe stad emañ an traoù ha dreist-holl degas kinnigoù evit an amzer da zont. Evit-se ez eus bet aterset un toullad skrivagnerien ha skrivagnerezed hag atebeien tiez-embann. Liesseurt eo ar savboentoù met dont a ra war wel pevar hent da bleustriñ evit gwellaat plegenn an embann brezhonek :
- Da gentañ e ve mat klask diorren doareoù disheñvel da dostaat ouzh al lenn. E-kichen al levr ordinal evit an dud deuet, romantoù pe danevelloù, e c’heller soñjal e ve mat kas pelloc’h ar skridoù evit ar yaouankiz, ha zoken ar bannoù treset pe ar mangaoù a chom re vihan c’hoazh an niver anezho. Met bez’ ez eus deist-holl tachenn nevez ar skridoù dre gomz e stumm levrioù komzet, war skorioù niverel. Kement-se a rofe digor ivez da ved ar video, ar radio hag an tele. Aze emañ tachenn ar senariooù, un dachenn peuzdianav d’ar brezhoneg c’hoazh.
- Da eil e teu anat-oc’h-anat e rank ar re a skriv e brezhoneg aloubiñ da vat tachenn an ambilherezh er skolioù : an nebeud taolioù-esae a zo bet graet a ziskouez ervat e vez dedennet ar skolidi gant al lennegezh pa vez dirazo skrivagnerien ampart hag a oar sachañ o evezh diwar-bouez istorioù itriket brav. An tiez-embann a dennfe gounid eus se da c’houde dre ar bruderezh graet evit al levrioù yaouankiz moullet ganto. Estreget ar skolioù a zo avat : pleustret eo bet abaoe un nebeud bloavezioù ar bodadoù lenn, an atalieroù skrivañ, ha nevezoc’h ar chomadennoù lennegel. Gant berzh peurliesañ. Nemet eo ret bremañ kreskiñ ar rouedad-se ha startaat al liammoù e doare da gemer tro eus se evit un astenn war Breizh a-bezh.
- Da drede eo ret lakaat en e blom ur gwir vruderezh evit ar skridoù brezhonek. Ne vez ket diskouezet ervat al levrioù brezhonek nag er stalioù nag el levraouegoù. Skort eo ivez an traoù er radio ha gwashoc’h c’hoazh en tele. Mankout a ra un aozadur foran gouest da blediñ gant ar brudañ a-vras a-benn ober ma vo gwelet al levrioù.
- Da bevare, hag eno emañ an dalc’h evit ober berzh hiziv, ez eus ezhomm a arc’hant. Ar re yaouank a zo o vont da gemer lec’h ar re o deus stourmet abaoe ar bloavezhioù 70/80 ne asantont ket da labourat evit ket ha netra. Gwir eo evit ar re a skriv, ken gwir all evit ar re a skoazell an embanner, ar reizherien pe an diorreerien da skouer. Padal o deus an holl ur roll diziouerus e chadenn an embann. Lenn a rit en teuliad kinnigoù evit kavout an arc’hant ret da gas ar raktres-se da benn.
Erfin, ez eus diwanet ur mennozh all en eskemmoù hon eus bet en ur ober an teuliad-mañ : sevel un doare unvaniezh, ur sindikad skrivagnerien vrezhonek. N’o deus ket ar re-mañ tro kement-se d’en em gaout evit difenn o lazioù. Bodañ a rafe an holl re a bled gant ar skrid brezhonek, lennegezh, senariooù, kazetennerezh... E bal a vefe ober kinnigoù fetis ha gwellaat an darempredoù gant an aozadurioù a c’hellont labourat evito, skolioù, strollegezioù lec’hel, tiez-embann...Poent eo lakaat ar youl hag an arc’hant da vont skoaz-ha-skoaz.