Pri-Touseg, 142p., 13€. Gant Malo Bouëssel du Bourg, emb. Al Liamm, 2025
gant Tangi Legavre
D’ar 6 a viz Kerzu 2025 eo aet Martin Parr d’an Anaon. Brudet eo al luc’hskeudenner-se evit bezañ diskoachet kened an darvoudoù munut. Ergerzhout a ra Malo Bouëssel du Bourg un hent heñvel dre ziskouez penaos e sav trivliadoù denel etre tudennoù e zastumad danevelloù.
Lies eo an temoù ha hejet-dihejet e vezer eus ur bed d’egile, etre fent ha melkoni. Tremen a reer eus bed an embregerezh (Ar brezegenn kimiadiñ), anavezet-mat gant ar skrivagner, d’an triwec’hvet kantved pa heulier avanturioù an Aotrou Kenkiz kaset da enezenn an angoni vat evit ensellout ouzh stad ar brizonidi bac’het enni. Pinvidik eo ar geriadur, niverus ha saourus an troioù-lavar. Plijus eo adlenn a vouezh uhel un nebeud pennadoù evit tañva o sonerezh. E dibenn « War un ton gaolviolin » e teu Malo Bouessel du Bourg da vezañ ur barzh pa laka daou ene tal-ouzh-tal, eürus o vezañ asambles, trist o welout e teu re ziwezhat deiz o c’hejadenn.
Evel un abadenn sonerezh eo savet an danevell-se. Ar gerioù a gemer plas an notennoù. Lezel a ra ar skrivagner an didrouz en em astenn pa vez kriz taolioù ar vuhez. Ne fell ket dezhañ prezegenniñ. Buan e tremen an darvoudoù ha splujañ a reer diouzhtu en istor dre an divizoù. Drezo e reer anaouedegezh gant an tudennoù. Ret eo gortoz klozadur an danevelloù, dic’hortoz e lod anezho, evit meizañ raktres ar skrivagner. Mont buan eo e bal, daoust ma skriv goustadig e brezhoneg. Stumm berr an danevell a blij dezhañ rak gellout a ra derc’hel evezh al lennerien. Bihan an niver a bajennoù gouestlet da bep istor ? N’eo ket ur skoilh evit degas ur preder dre ar fent (Ar golo lizher), dre an dristidigezh (Pri-touseg, Ur weladenn). E « Rocks » e teu da vezañ lent lusk ar skrid ha reiñ a ra muioc’h a blas d’an eñvorennoù, gwir pe adsavet diouzh froud an ijin. Derc’hel a ra soñj an dezreveller eus e yaouankiz pa oa bet kaset da Iwerzhon evit gwellaat e saozneg. Eno e skoulm ar c’hrennard darempredoù nevez, diasur a-wechoù en abeg d’ar yezh damvestroniet, gant tud a oad gantañ, ur fulenn en o zouez. Par eo an eñvorennoù d’an tammouigoù pri, distaget diouzh ar voger gant ar filip. Ur wech lonket e teuont da vezañ eskernigoù solut a zalc’h ar filip sonn war e bavioù, prest da leuskel e gan.


