gant Patricia Pastrana-Le Gall
Aozennoù evit 4 den
2 follenn c'helatin
chug ur sitroñs
20cl dienn fresk liñvek
100g Mascarpone
50g sukr (an hanter evit an dienn/an hanter evit ar mereng)
2 wenn-vi
4 loaiad « Lemon Curd » mar karit
- Lakaat an div follenn c’helatin da vlotaat en dour yen.
- Tommañ ar chug sitroñs en ur gastelodenn hag ouzhpennañ ar c’helatin dizouret. Meskañ mat.
- Basañ an dienn gant 25g sukr hag ouzhpennañ ar mascarpone goustadik.
- Meskañ an dienn gant ar chug sitroñs ha skuilhañ e-barzh bolennoù cheuc’h. Ma vez Lemon Curd (dienn sitroñs) ganeoc’h, lakait ur gwiskad anezhañ etre daou wiskad panna cotta. Derc’hel er yenerez e-pad 4 eur da nebeutañ.
- Basañ ar gwenn-vi gant 25g sukr d’ober ar mereng. Skuilhañ anezhañ, e stumm ur beg peroked, war pep bolennad panna cotta ha lakaat da grazañ er forn e-pad 5 munut d’ar muiañ.